17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Raktresoù 2022

Raktresoù niverus hon eus resevet c’hoazh ar bloaz-mañ. 12 a zo bet dibabet en o zouez gant skoazell Kuzul ar Re fur, raktresoù a-feson evit lakaat war-wel liesseurted ha pinvidigezh ar brezhoneg, liammet gant tem ar bloaz : Breizh a-bep reizh

Neuze e 2022 e redimp gant ar pal reiñ 155 000 € en o zouez 77 500 € d’ar raktresoù evel :

Arvorig FM – Prenañ studio fiñv - 7 000 €
logo arvorig fm Skoazellañ aozadur ar radio da brenañ dafar evit mont e darempred gant an dud war-eeun, tostaat ouzh an dud ha krouiñ danvez radio nevez.

logo Difenn
Difenn - Aerlin, ar c’heriaoueg feminist ha LGDTE+ – 6 500 €
Geriaoueg brezhoneg ha galleg diwar-benn gerioù feminist ha LGDTE+ en ur mod niverelenlinenn war ul lec’hienn hag embannet e stumm ul levr.

logo dispak
Dispak – Dispak war vicherelaat - 12 000 €
Goprañ un den evit lakaat ur pennad enlinenn bep sizhun e-pad ur bloavezh d’an nebeutañ.

logo guisseny paddle Guisseny Paddle – Paddle e brezhoneg - 2 000 €
Kinnig abadennoù sport (paddle da skouer) e brezhoneg d’ar grennarded.

Heklev – Heklev Podkast - 11 000 €
Kinnig podkastoù faltazi enlinenn war ul lec’hienn nevez da vezañ klevet ha selaouet gant an holl.

logo Lors Jereg Lors Jereg Produiñ Chaîne Youtube Lors Jereg- 2 500 €
Kinnig heuliadoù berr hag abadennoù brezhonek nevez war chadenn Lors Jereg.

logo-ti-ar-vro-gwengamp Ti ar vro Gwengamp – 12 000 €
Kinnig abadennoù dudi d’ar grennarded e bro Gwengamp betek Pempoull : sport, radio...

logo ti ar vro bro leonTi ar vro Leon - Dudi er-maez a-vihanig e Bro-Leon – 1 500 €
Kinnig abadennoù dudi er-maez d’ar re vihan, bugaligoù a-raok ar skol.

ti douar alreTi Douar Alre – Atalieroù evit ar vugale - 4 500 €
Heuliad atalieroù e brezhoneg evit ar vugale adalek 4 pe 5 bloaz.

Toumpi – C’hoarioù e brezhoneg - 10 000 €
Embann daou c’hoari e brezhoneg evit ar vugale.

Bemdez – Chaîne Youtube Seizh Kalon - 6 000 €
Embann c’hoarioù nevez e brezhoneg evit boueta ur chadenn youtube c’hoarioù gant StenCharbonneau.

logo cac sud 22Cac Sud 22 - Le petit théâtre - Le P’tit téyâtr – 2 500 €
C’ét le permier espectacl en galo qi méleyera la poupine de bouéz, la musiqe e le parlement.
Abadenn vev kentañ e gallaoueg hag a vesko margodennoù, sonerezh ha galloueg evit ar vugale.