17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Raktresoù 2024

Raktresoù niverus hon eus resevet c’hoazh ar bloaz-mañ. 9 a zo bet dibabet en o zouez gant skoazell Kuzul ar Re fur, raktresoù a-feson evit lakaat war-wel liesseurted ha pinvidigezh ar brezhoneg, liammet gant tem ar bloaz : Treuzka !

Neuze e 2024 e redimp gant ar pal reiñ 145 000 € en o zouez 70 000 € d’ar raktresoù evel :

Splann! – Enklaskoù e brezhoneg - 15 000 €
Logo SplannC’hoant en deus Splann ! lakaat war wel ar brezhoneg e bed ar c’hazetenniñ ha kinnig enklaskoù hir da lenn e brezhoneg. Palioù 2024 : Skrivañ ul lizher kelaouiñ divyezhek bep miz, kas da benn hag embann 3 enklask diyezhek ha kinnig tri fodkast "Enklaskoù Splann !" o kenlabourat gant skipailhad Radio Breizh.

Ti ar Vro Kemper – Ti ar Brug ALSH – 10 000 €
logo ti ar vro KemperDre ma n’eus framm ebet war tachenn tolpad kêrioù bro Gemper, prest da zegemer bugale skoliatet er skolioù divyezhek goude o amzer skol, eo deuet ar soñj da Ti ar Vro Kemper lakaat e pleustr ha kregiñ da labourat war an dachenn-se, da lavarout eo kas da benn krouidigezh ur greizenn dudi e Kemper evit bugale etre 3 ha 12 vloaz.

Kleor- Levrioù da glevet – 3 000 €
Logo KleorGoude bezañ merzhet an diouer a zanvez da selaou enlinenn e brezhoneg e kinnig CPTMKK deoc’h o mennozh : “Kleor”, levrioù da glevet. Evit magañ ijin ar vrezhonegerien ha brezhonegerezed, evit pinvidikaat ar yezh gomzet hag evit treuzkas ha brudañ oberennoù lennegel a wechall hag a vremañ.

Skol an Emsav – Frikorneg ! – 13 000 €
Logo Skol an Emsav Kelaouenn kazetenniñ ha pedagogel enlinenn. Krediñ a ra da Skol an Emsav e c’hell bezañ talvoudus-tre un ostilh niverel evit lakaat an dud da genderc’hel gant ar brezhoneg goude ur stummadur hir. War ar pemdez e ouzomp mat n’eo ket ken aes ha se ober gant ar brezhoneg, dreist-holl evit ar re hag a zo o chom pell diouzh ar gomzerien.

Timilenn – Al lennegezh evit ar re yaouank – 5 000 €
Logo TimilennGant tud a-youl vat hepken e vez lakaet ar gevredigezh da vont en-dro. E kendalc’ho Timilenn gant ul lusk embann heñvel (daou levr bep bloaz) gant ar soñj stabilaat ar gevredigezh rak n’eo ket sikouret tamm ebet ar gevredigezh gant strollegezhioù lec’hel Bro-Naoned. Graet eo bet an dibab moullañ pep tra e Breizh.

Brendan-Budok Durand-Le Ludec – Echedoù e brezhoneg – 5 000 €
Talvout a ra ar boan diorren an ostilhoù kelenn ha treuzkas an echedoù e brezhoneg, evit ma vefe difraostet un dachenn nevez gant ar yezh, evit ma c’hallfe derc’hel da dreuzkas gouiziegezh war an echedoù d’ar vrezhonegerien dre ar brezhoneg. An echedoù a zo ur c’hoari hag ur sport frouezhus evit kempouez hiniennel ar re vihan hag ar re vras a zegasfe muioc’h a vat ma vefe anavet muioc’h.

Dibistig – Ma levr kentañ – 4 000 €
logo hôpital Morlaix E kreizenn ospital bro Montroulez emañ ar gwiliouderezh nemetañ en ur vro a 100 000 annezad. Ennañ e vez ganet ar 500 bugel bep bloaz. Pal ar raktres : sevel ul levrig divyezhek evit ar c’herent hag ar vugale nevez ganet. Kelaouet e vint diwar-benn perzhioù mat ar skolioù divyezhek hag ivez peur, pelec’h ha penaos e c’heller kaout un deskadurezh divyezhek er vro-mañ.

Teatr Piba – Va Zud Kozh – 12 000 €
logo teatr pibaUr pezh-c’hoari da vezañ c’hoariet e brezhoneg er skolioù war-eeun e vo, skrivet diwar ul labour dastum kaset war raok e Brest en EPHAD Louise Leroux hag e skolioù Diwan ha divyezhek karter Rekourañs. Gant o marc’h-houarn e raio daou gomedian tro Breizh evit mont da c’hoari er skolioù. Goude bezañ c’hoariet e chomo ar gomedianed er skol evit kinnig atalieroù c’hoariva dezho.

Plum FM – gallaoueg war wagennoù bro Redon – 3 000 €
logo plum fm Diorren plas ar gallaoueg e bro Redon : Sikour da zifenn, da gas war-raok ar yezh hag ar sevenadur liammet gant ar gallaoueg, evit ma vefe klevet, selaouet, treuzkaset ar gallaoueg ha bezañ ur yezh pemdezieg. Kinnig liesseurted e-keñver mentrezh(kronikennoù,abadennoù,reportajoù)

JPEG - 121.2 ke