8 >> 16 a viz Mae 2026 / Lannuon >> Naoned

RAKTRESOU 2026

Raktresoù niverus hon eus resevet c’hoazh ar bloaz-mañ. 5 a zo bet dibabet en o zouez gant skoazell Kuzul ar Re fur, raktresoù a-feson evit lakaat war-wel liesseurted ha pinvidigezh ar brezhoneg, liammet gant tem ar bloaz : "Bevañ – Bodañ – Bezañ"

logo-radio-bzh Brudañ ha Skignañ – 20 000 €
Pal ar raktres eo sevel un arload digoust evit mont buanoc’h d’an danvez son e brezhoneg produet gant ar 5 radio ezel eus Radio Breizh (Radio Bro Gwened, Radio Kreiz Breizh, Arvorig FM, Radio Kerne, Radio Naoned).
Gant an arload e c’helloc’h selaou hor podkastoù ha dielloù e brezhoneg hepken gant ho pellgomzerioù met ivez selaou ar radioioù war-eeun.

logo KLT Morlaix Vert KLT – 20 000 €
Kinnig emgavioù d’ar publik skoliataet (pe bet skoliataet e brezhoneg) evit ma c’hello ar skolidi, skolajidi ha liseidi en em gavout e darvoudoù dudi en hor yezh dre emgavioù reoliek e kêr Vontroulez.
• Ur sizhunvezh da vare an holl vakañsoù berr, evit degemer bugale etre 4 ha 11 vloaz gant ur skipailh buhezourien hag ur rener·ez. Ur greizenn-dudi an hini eo a c’hellfe degemer 24 bugel.
• Div wezh ar sizhun ur stal c’hoariva adalek 7 vloaz

Logo Patati Patati – 12 000 €
Patati zo ur gevredigezh he fal kinnig d’ar vugale ul lec’h dudi e Naoned, m’emañ ennañ Brezhoneg ar yezh vevañ, ar yezh c’hoari hag ar yezh dizoloiñ. Ar gevredigezh a fell dezhi harpañ ar vugale da greskiñ gant ar yezh, en un doare madelezhus, doujus hag ebarzhus. Ma vez plijadur e Brezhoneg e teuio da vezañ natureloc’h e implij e buhez an dud. Evel-se e kemer perzh Patati e treuzkas ar yezh er familhoù.

PNG - 280.9 kio JOA ! - 10 000 €
Diorren ar c’hinnig atalieroù ha stummadurioù dizarbenn : diorren ostilhoù evit aesaat buhez ar strollad, kinnig ur framm asur d’an dud a youl vat dre vareoù degemer, dre stummadurioù, en ur zielfennañ obererezhioù, met ivez kemer e karg lodenn velestradurel ar gevredigezh ha kenurzhiañ al labour gant ar skolioù/skolajoù/liseoù.

c'hoariva_logo C’hoariva - 8 000 €
Sevel ur raktres a-stroll gant ar strolladoù ezel eus C’hoariva. Ur raktres evit lakaat war-wel ar c’hoariva e brezhoneg o sevel ur pezh-c’hoari gant tud amatour, ur stummadur evit en em stummañ war arz ha pleustr ar c’hoariva e brezhoneg o krouiñ un arvest hag a vefe diskouezet da-genver Redadeg 2026.