Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Raktresoù arc’hantet > Dibaboù 2010

Dibaboù 2010

Meurzh 10 a viz Gwengolo 2013

Dibaboù 2010 : 93 300 €

RADIO BREIZH

6 000 €

Ul lec’hienn brav ken brav, pinvidik ha fetis. ... a zo bet savet gant ur reizhad podskignañ evit selaouerien ar radioioù e Brezhoneg (Arvorig Fm, Radio Bro Gwened, Radio Kerne, Radio Kreiz Breizh) Abadennoù a bep seurt e brezhoneg da selaou ha da adselaou, e lec’h ’peus c’hoant a-drugarez d’ar podcast… ur blijadur !

Klikit amañ ha dibabit hoc’h abadenn radio


LEVRIOU DA SELAOU

Al Liamm / 10 000 €

Al levr da selaou kentañ bet embannet gant Al Liamm, a zo war tem an aon, ar skrij : Anken. Un dastumad nav danevell lennet, ganto ton ha pouez-mouezh ar re o doa skrivet anezho pe tud boaz ouzh ar c’hoariva ! Perak lenn levrioù d’an dud er gevredigezh a hiziv ? Talvezout a raint d’ar re na ouzont ket lenn, d’an dud dall dezho da gaout o gwalc’h a lennegezh e-giz ar re all. Ha da gement hini a c’hoantfe selaou brezhoneg er c’harr-boutin, en tren, en e garr-tan, er straed.... Sed aze un doare plijus da glevout ha da zeskiñ brezhoneg bev ! Kit diouzhtu da c’houlenn digant ho stal levrioù muiañ karet !
Un eil levr da selaou a vo embannet gant Al Liamm diwar tem ar fent.. o peurlipat an traoù emañ an dud
Evit gouzout hiroc’h : www.brezhoneg.org


TAP DA ROCHED ‘TA

Gouren Aodoù an Arvor / 5 300 €

Ar c’hamp vakañsiñ-mañ, e Plijidi (Bro-Wengamp) a zo diazezet war anavezout doareoù gouren liesseurt (Back-hold, Kokowa, Sumo war traezh ha Gouren evel just), c’hoarioù breizhat (pezhioù mein, palezioù, bouloù Breizh, bazh a-benn, sach fun…). Tro ez eus bet da weladenniñ ar vro ivez (Porzh moger e Plouha, Armoripark e Bear, VTT dre heñchoù treuz Plijidi).... e brezhoneg evel-just.

Ur c’hamp a seurt-se a vo kinniget bep bloaz d’ar vrezhonegerien yaouank etre 9 ha 12 vloaz !

Evit gouzout hiroc’h : www.gouren-armor.fr


BISKOAZH KEMEND-ALL !

Studdi ha Duddi / Ubapar / 6 000 €

Ar c’hentañ staj brezhoneg evit ar re yaouank en deus kinniget ur meskaj divoaz etre ur c’hamp vakañsoù hag ur staj brezhoneg. Un digarez evit krennarded, tomm o c’halon ouzh ar brezhoneg d’ober anaoudegezh ha da eskemm, daoust d’o live yezh disheñvel.

ul lec’hienn evit gouzout hiroc’h, klikit amañ


MALIZENN “TOULL AR C’HOAD”

Centre Forêt Bocage / 10 000 €


Ur valizenn bedagogel e brezhoneg diwar-benn ar buheziñ en natur a zo anezhi : al loened, ar plant hag an obererezhioù a c’heller ober er c’hoadoù hag er brouskoadoù a vez kinniget enni. Fichennoù gant tresadennoù ha fotoioù ar spesadoù (loened ha plant). Fichennoù all gant titouroù liesseurt evit pep spesad, levrioù nevez evit ar vugale, ur poster eus ar c’hoad, dafar evit ar pemp skiant (kordenn, mouchoueroù...)... Un ostilh da vezañ implijet e meur a zoare hervez ezhommoù ar vuhezourien : mod skiantel, pedagogiezh ar raktresoù, pedagogiezh an empentiñ...

Evit gouzout hiroc’h : www.centre-foretbocage.com


SKOLIOU DIWAN - Sistem kelenn dre soubidigezh

Diwan Breizh / 50 000 €

Treuzkas ar yezh a ya en-dro hiziv peurliesañ dre ar c’helenn e brezhoneg er skolioù. Muioc’h eget 3500 a vugale zo skoliet e sistem kelenn dre soubidigezh Diwan, eus ar skol- vamm betek ar vachelouriezh. Digoret ’vez bep bloaz skolioù nevez. Digoust, laik, ha digor d’an holl eo ar skolioù Diwan.
Img générique DIwan, enfants
Evit gouzout hiroc’h : www.diwanbreizh.org