Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Raktresoù arc’hantet > Dibaboù 2018

Dibaboù 2018

Gwener 15 a viz Gwengolo 2017

Raktresoù niverus hon eus resevet c’hoaz ar bloaz-mañ. 8 a zo bet dibabet e-touez anezho gant skoazell Kuzul ar Re fur, raktresoù a-feson evit lakaat war wel liesseurted ha pinvidigezh ar brezhoneg, liammet gant tem ar bloaz : brezhoneg liesliv.

Neuze e 2018 e redimp evit :

PNG - 219.2 ke

C’hwi a gano -
Heuliad web - kevredigezh CPTMKK - 10 000 euro
Palioù : Kas da benn ul labour a-stroll, m’en deus pep hini e blas, bevañ e brezhoneg, sevel danvez nevez ha dic’hortoz e brezhoneg, kinnig faltazi a c’hell plijout d’ar grennarded, digeriñ dor ar c’hleweled.
Liamm heuliad web #1 :


JPEG - 12.6 ke

An ingalded evit an holl -
Stajoù emzifenn hag atalieroù - Kemper Kevatalded/Gast - 6 000 euro
Palioù : stourm evit an ingalded merc’hed-paotred ; liammañ ar stourm feminist hag ar brezhoneg ha stourm evit ma ne vefe ket barnet an dud diouzh o reizh pe o sekselezh. Fellout a ra deomp lakaat war wel ar pezh a zo diwelus, ar minorelezhioù.
http://www.gast.bzh/fr/qui-est-gast/


JPEG - 462.5 ke

Ar brezhoneg dre an hentoù treuz -
Ur stummadur brezhoneg dibar - Ar Fiselerezh - 7 000 euro
Palioù : Ur benveg nevez evit gwellaat ha klokaat ar pezh a vez kinniget dija war dachenn deskadurezh ar brezhoneg, anavezout perzhioù dibar rannyezh-mañ-rannyezh (geriaoueg, pouez-mouezh...), bezañ gouest da gompren ar vrezhonegerien a-vihanik, bezañ gouest da vezañ komprenet gante.
https://www.fisel.org/


JPEG - 44.3 ke

KANevedenn -
Abadenn liesliv ha kanet evit ar re vihan - ADDES - 6 000 euro
Palioù : lakaat da zizoloiñ en un doare plijus al livioù, ar fromoù hag ar brezhoneg (gant benviji dudius, ar sonerezh, touchañ...). Brezhonegerien met ivez ar re ne gomzont ket brezhoneg a c’hello kaout plijadur. Desket ’vo gerioù e Brezhoneg, geriaoueg al livioù ha kement tra.
http://www.arree-randos.com/spip.php?rubrique6


JPEG - 135.7 ke

Aozañ an 10vet Taol-Lañs -
Ul leurenn-lañs hag ur bladenn enlinenn - Mignoned ar Brezhoneg - 3 000 euro
Palioù : lakaat war wel ar sonerezh a-vremañ kanet e brezhoneg, kenlabour etre meur a aozadur, ledanaat tachenn ar brezhoneg, skoazellañ an doareoù intrudu a zegas ar brezhonegañ etre ar berzhidi, sikour da gas war-raok mediaoù nevez evit embann ha implij ar yezh.
http://mignoned.bzh/fr/


PNG - 97.6 ke

BEV – BrEzhoneg dre ar Video -
Skol Digor enlinenn - DAO - 5 000 euro
Palioù : Lakaat e-kerz ar muiañ posupl a zeskidi, a bep seurt live ganto, bodañ loazoù a galite e brezhoneg, kinnig hag embann skorioù klewelet a-feson, frammañ an danvezioù dastumet, kinnig un dra digoust gant ur stumm pedagogel evel ma vez graet hiziv an deiz gant ar MOOC (Massive On Line Open Courses).
http://www.dao.bzh/fr/


PNG - 152.1 ke

Radio Kerne e Naoned -
Ur radio 100 % e brezhoneg e Naoned - 15 000 euro
Palioù : Ur raktres RNT (Radio Niverel Douarel e galleg) eo hemañ, pakout frekañsenn Naoned ha skignañ program Radio Kerne da gentañ. Evit mont pelloc’h : digeriñ da vat ur radio e Naoned, gant kazetennerien hag animatourien war an dachenn, o tastum danvez hag a denn eus kerioù bras a vremañ.
http://www.radiokerne.bzh/fr/


JPEG - 339.5 ke

Kreizenn Dudi sizhuniek -
Kreizenn dudi e brezhoneg - Kreizenn Sevenadurel Vrezhon - 10 000 euro
Palioù : digeriñ ur greizenn dudi hollvrezhonek bep merc’her adalek distro-skol 2018-2019, kas war-raok sevenadur ha yezh hor bro tro-dro da Wengamp, priziañ ar goulenn sokial war dachenn ar buheziñ e brezhoneg e diavaez an amzer skol, kinnig ul lec’h emgav ha kejiñ etre brezhonegerien skoliataet e skolioù disheñvel.
https://kreizennsevenadurelvrezhon.wordpress.com/


JPEG - 48.2 ke

BEV.BZH -
Ur rouedad sokial evit ar vrezhonegerion - Roued - 10 000 euro
Palioù : Ur benveg evit ar vrezhonegerion da veviñ en o yezh. Bevañ e brezhoneg : Gober a bep sort traoù get brezhonegerion anavet e-raok pe pas / Bugale & brezhoneg : Plantiñ ar yezh en tiegezhioù é roiñ an tu d’en em gavet get familhoù hollvrezhonek / Bod pe Boued : Degemer ha bout degemeret en un ti brezhonek, evit ur prantad berr pe hiroc’h ...
http://bev.bzh/