Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Raktresoù arc’hantet > Galv da raktresoù - Redadeg 2020

Galv da raktresoù - Redadeg 2020

Gwener 22 a viz C’hwevrer 2019

Lakaet ho peus ho mennozhioù nevez da virvilhañ ?
Gant ar c’hoant kas da benn ur raktres a lako hor yezh da vont war-raok ?
Poent eo deoc’h respont d’hor galv da raktresoù !

« Deus’ta mignon » a vo tem ar bloaz

Laouen-tre e vimp ma klotfe ho awen gant an tem.. ma vefe arouezel ar raktresoù kinniget ganeoc’h ar bloaz-mañ, deoc’h da welet ma c’hallit ober ho mad deus an traoù-se.

Ne rit ket bil, pep tem ha raktres a vo degemeret mat, gant ma vo doujet diouzh ar reolennoù boaz.

Ale, bec’h dezhi, mall zo warnomp dija gwelout ho kinnigoù nevez !

galv-raktres-2020