17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Kuzul ar re fur

«Kuzul ar re fur» a zo bet savet, ennañ tud anaoudek eus ar bed sevenadurel pe arzel, pe eus ar c’helenn, eus ar mediaioù pe eus an ekonomiezh, bed a bep seurt evit gwir. Distag hag emren eo ar bodad-mañ eus ar Redadeg, gwareziñ neptuegezh an dibab-raktresoù a ra, ha gantañ e vo ingalet ar gounidoù...

Kadarnaat ar galv :
Kuzul-merañ ar gevredigezh « Ar Redadeg a di da di » zo ar gwir gantañ da briziañ perzh mat ha talvoudegezh pep raktres.
Bez e c’hell nac’hañ degemer ur c’hinnig ma kred dezhañ ne glot ket gant diazezoù ha temz-spered ar galv.
Kaset eo goude ar raktresoù dalc’het d’ur « c’huzul ar re fur » a briz pep raktres hag a skriv kinnigoù evit arc’hantañ anezho.

Lakaat a reer evel diazez e vo sikouret pep raktres hervez ur sammad a 2 000 euro d’an nebeutañ.

Goulennet eo digant Kuzul ar re fur da reiñ e soñj hervez ar c’hrafoù priziañ-mañ :

  • kloterezh gant palioù ha temz–spered ar galv,
  • implij ar brezhoneg evit sevel ar raktres,
  • doare liammañ an obererien war an dachenn dibabet ganto,
  • live perzh an dud e-barzh framm ar raktres hag efedusted an abadennoù,
  • perzh-mat ha liesseurted ar skorioù treuzkas implijet er raktres,
  • pegeit e pado ar raktres ha pegen gouest e vo da badout a-hed ar bloavezhioù da heul.

Mar c’hoarvezfe d’ur raktres kinniget bezañ re nes ouzh hini pe hini eus ar re fur e c’houlennfe ar c’huzul-merañ digantañ chom hep kemer perzh er vouezhiadeg war ar raktres-se ha chom hep diskouez ha difenn muioc’h an deuliad.