Brezhoneg ha Plijadur !
Accueil > br > Redadegoù tremenet > 2008 - An hini kentañ > Kemenadenn ar c’hentañ Redadeg
mercredi 6 novembre 2013
Nolwen Korbell an hini eo a oa bet ar c’hentañ skrivagnerez he doa skrivet ar c’hentañ kemennadenn evit ar c’hentañ Redadeg !
Savet he doa ur ganaouenn a zo er bladenn Noazh embannet ar bloaz-se kanaouenn « Hir » en linenn war internet .
Tamm ha tamm ’vez graet e vragoù da YannTamm ha tamm ’teu kof d’ar vammskolpenn ha skolpenn ’vez stummet an delwennDorn ha dorn ’vez frailhet ar skornDelienn ha delienn ’teu blev d’ar wezennKest ha kest ’teu reut ar voestBleuñv ha bleuñv ’vez fichet ar c’hleuzLagad ha lagad ’tiskoacher ar c’hadTaolenn ha taolenn ’tifluk an awenGwalenn ha gwalenn ’tistrujer ar chadennGer ha ger ’vez kavet ar sterHoulenn ha houlenn ’teu kein d’ar wagennTamm ha tamm, ya, tamm ha tammMet tamm ha tamm n’eo ket bras a-walc’h al lamm’Baoe m’eo savet an heol e redanWar hentoù distradet, plaen, strizh ha ledanO teurel pled deus kement den a welanO terc’hel soñj deus kement kan a glevan’Baoe m’eo tarzhet an deiz e redanWar-lerc’h petra, piv ? N’em c’houlenn a ran !Hir, hir, hir, hir, hir an hentHir, hir, hir, hir, hir an neudenn Her,her, her, her, her an hentPe’r, pe’r, pe’r, pe’r ’vo e penn ?’Baoe ar c’hokerikero kentañ e redanBountet, douget, heñchet ga’n avel, ar glizh, ar balanAilhenn, glav pil polos, ar grizilh a faoutanTan an heol, dev ar boan a zouran’Baoe m’eo ganet ar bed e redanWar-lerc’h petra, piv ? N’em c’houlenn a ran !Hir, hir, hir, hir, hir an hentHir, hir, hir, hir, hir an neudennHer, her, her, her, her an hentPe’r, pe’r, pe’r, pe’r ’vo e penn ?’Baoe m’eo difoupet ar vuhez e redanMet aze, hiou, bremañ, diouzhtu e skuizhanO stouiñ ma fenn ’rak kement urzh a lonkanO plegiñ ma choug di’an kement taol a dapan’Baoe m’eo lusket ma c’halon e c’houlanAn aotre da sevel, da brechiñ, da vezañMet hiou eo an nevez-hañv, ga’r goukoug e kananDa gavout ma hent ha redek pa garan !Nolwenn Korbell (miz Ebrel 2008)