-
Sadorn 30 a viz Ebrel 2016
Arabat chom hep mont da zegouezh ar Redadeg !
Fromus, dreistordinal, souezhus, n’oc’h ket evit disoñj ar fest-se !
Digor d’an holl ha digoust an abadennoù da heul ! Abeg ebet ho po evit chom b’ar gêr !
Ur programm evit an holl, 2 leurenn, unan kentoc’h war zu sonerezh a vremañ, unan all kentoc’h hengounel evit dañsal ! Plijadur evit an holl, c’hoarioù evit ar vugale, ha souezhadennoù a-bep seurt !
Deuit niverus !
Deuit da redek ar c’hilometroù diwezhañ.
Deuit d’an defi evit ar 1700 soner !
… Lenn ar peurrest
-
Gwener 29 a viz Ebrel 2016
Gouel al loc’hañ
Sant-Ervlan d’ar Gwener 29 a viz Ebrel, Parc ar Savèze - Sillon de Bretagne da 6e Digor d’an holl hag evit mann !
Program an abadenn da bellgargan Adalek 6e : Prezegennoù. Erruout a raio ar vazh-test. Karr Meurlarjez Naoned. Abadennoù : Strollad c’hoariva La Obra, Bagadoù Liger-Atlantel ha Lokoal-Mendon. 13km kentañ ar Redadeg : troioù a vo a dremeno meur a wech dirak al leurenn e kreiz ar gouel. Skolioù, kevredigezhioù, embregerezhioù, tud brudet ha dilennidi a yelo da redek
… Lenn ar peurrest
-
Sadorn 30 a viz Ebrel 2016
d’ar Sadorn 30 a viz Ebrel - 3e30-6e00
levrig Roazhon 30/04/2016
25 km e Roazhon hag ur gouel brav gant un dibunadeg ispisial "Brezhoneg em Beg" ha pevar lec’h evit gortoz ar redadeg gant Brezhoneg ha Plijadur hag ivez Gallaoueg !
-
d’al Lun 2 a viz Mae
Redadegig ar vugale a vo, tro lenn Langoned. Kemeret vo perzh gant bugale ar c’hlasoù divyezhek publik Langoned ha Gourin.
Da heul ar pik-nik e c’hello ar vugale redeg 800 pe 1600 m, da lâret eo ober tro al lenn. Ur vazh-test a vo savet war patrom hini ar Redadeg, e-barz e vo un destenn savet gant ar ganerez Kaelig.
-
Gwener 29 a viz Ebrel 2016
Abadennoù kinniget gant Ti-Kêr Bruz Bruzhoneg, Div Yezh Bruz, kevelet gant la Bicyclette Bruzoise, Vélo Fasto, Intermarché Bruz, Kelc’h Keltiek Bruz, Bruz Solidarité, Page 5, gant bezañs Bruno Bertin, ar skeudennaouer…
Deuit da harpañ Gaël Madec ha Ronan Michel, a loc’ho Bruz da 5 eur gant o “vélos couchés” evit o zro Europa.
-
Sadorn 30 a viz Ebrel 2016
d’ar Sadorn 30 a viz Ebrel - 6e-11e30 noz
Gwech kentañ e tremen ar Redadeg ken pell war ar reter, e Harzoù Breizh ! lidet ’vo an darvoud !
Aozet ’vo ar gouel gant kevredigezhioù ar vro (Ar bagad, La Boueze, Spered ar vro, al levraoueg,...), skol divyezhek Jean XXIII eus Gwitreg ha skoazell bras ti-kêr Argantred-ar-Genkiz. Maer ar gumun-se, Jean-Noël Beviere, en doa sinet karta Ofis ar brezhoneg e 2015. ha tomm eo e c’halon ouzh ar brezhoneg.
Liesseurt ha pinvidik e vo an abadenn : Kontadennoù evit
… Lenn ar peurrest
-
Sadorn 30 a viz Ebrel 2016
d’ar Sadorn 30 a viz Ebrel - 7e noz
Un darvoud a vo kinniget deoc’h da c’hortoz ar Redadeg gant plijadur :
Kavet ’vo adalek 7e noz :
Dañs ha gouren
Sonerezh
Dremmlivadur evit ar vugale
Happy Breizh (kaletezenn-silzig, dbenn pred ha evajoù)
-
Bannaleg < 06/05 - 20:30..24:00 > Bannalec
FEST AVEN
E sal « Ar Banal Aour » Fest’Aven a lido ar Redadeg o tremen da 11e noz. Aozet gant ar c’helc’hioù, ar bagadoù hag ar c’hevredigezhioù sevenadurel Bro Kemperle. Kan, dañs ha sonerezh Breizh. Digoust. Tavarn ha boued war al lec’h.
-
d’ar Merc’her 4 a viz Mae da 9e30 noz.
Kinnig a ra skol Diwan Gwitalmeze d’an dud dont da redek asambles gant bugale ar skol, met bezit treuzwisket !
Emgav war blasenn an iliz d’ar Merc’her 4 a viz Mae da 9e30 noz.
-
d’ar Merc’her 4 a viz Mae - 9e noz
Ur banne a vo da gaout dirak ti-kêr Sant-Pabu (straed ar bourk) a-raok ha goude tremen ar Redadeg. Ha sonerezh a vo roet da glevet evit reiñ startijenn d’ar rederien.
-
Merc’her 4 a viz Mae 2016
d’ar Merc’her 4 a viz Mae - 9e30 noz
Ur beilhadeg a vo kinniget dirak iliz Lambaol-Gwitalmeze (pe e sal ar gumun ma vez glav) evit gortoz ar rederien, brezhonegañ, kaout plijadur asambles... Krampouezh a vo da gaout ha onerezh a vo ivez evit dañsal.
-
Merc’her 4 a viz Mae 2016
Lesneven < 04/05 - 14:00 > Lesneven
Pik-nik gant ar skolioù ha Ti ar Vro, da c’hortoz ar rederien a erruo da 2 eur.
Kerlouan - Gwiseni < 04/05 - 16:00..17:30 > Kerlouan - Guisseny
Kmoù war hent an Dro Velo (raktres arc’hantet e 2012) / Sur la route du Tro Velo pour découvrir le Pays Pagan.
Plougerne < 04/05 - 17:30..01:30.. > Plougerneau
Dirak pe e Sal an Armorica
17e30 : stalioù evit ar vugale betek 10vl : kid’s athlé, redadegig, livañ an dremm, stal tresañ, c’hoarioù hengounel
… Lenn ar peurrest
-
d’ar Meurzh 3 a viz Mae - 3e45 goude merenn
Da-heul tremen ar Redadeg e Karaez e vo muzik war ul leurenn stallied e-kichenn ti ar c’hoarioù ampartiz e Kerampuilh.
Liseidi Diwan a grogo ganti, araok fest deiz bloaz ar skol sonerezh aozet ar bloaz-mañ da vare ar Redadeg.
Krampouezh a vo, hag un davarn evel just !
-
D’ar Sul kentañ a viz Mae - 2e30 goude merenn-8e noz
Telenn, Ti ar Vro (straed al Lege)
Rencontre Penthièvre, qualificatif Penthièvre du championnat de danse individuel.
Musique : concours couple de sonneur, duo libre / Concours des bagads de 5ème catégorie du 22 et Qualificatif du championnat de Bretagne des batteurs solistes.
19h00 : Passage de la Redadeg !
-
Larruen < 02/05 - 17:00..24:00 > Lanrivain
Baleadenn gant ur rederig, abadenn evit ar vugale (Erwan Hemeury), fest-noz gant kanerien ha sonerien ar vro, boued war al lec’h
-
7 Skipailh 10 den, prest da redek a-bep eil e-pad 24km e Roazhon. 3km ’vo d’ober gant pep skipailh, gante un tem bennak evit n’em treuzwiskañ hag ijin un dañs bennak! Ar pal ’zo kas koadaj a-hed tremen ar Redadeg e Roazhon.