Brezhoneg ha Plijadur !
Degemer al lec’hienn > br > Redadegoù tremenet > 2016 - Ar pempvet Redadeg > festoù + abadennoù > E Lokoal-Mendon e vo degouezh ar 5vet Redadeg
Merc’her 11 a viz Mae 2016
Fromus, dreistordinal, souezhus, n’oc’h ket evit disoñj ar fest-se !
Digor d’an holl ha digoust an abadennoù da heul ! Abeg ebet ho po evit chom b’ar gêr !
Ur programm evit an holl, 2 leurenn, unan kentoc’h war zu sonerezh a vremañ, unan all kentoc’h hengounel evit dañsal ! Plijadur evit an holl, c’hoarioù evit ar vugale, ha souezhadennoù a-bep seurt !
Deuit niverus !
Deuit da redek ar c’hilometroù diwezhañ.
Deuit d’an defi evit ar 1700 soner !
Muioc’h a ditouroù ? gant ar c’hoant kemer perzh en aozadur evel den a youl vat ?
kit aze ha lakit hoc’h anv !