17 > 25 a viz Mae 2024 / Beg ar Raz >> Montroulez

Poltredoù ha videoioù 2022

Kavout a rit amañ fotoioù ha videoioù Redadeg 2022.

Tudenn maouezh gant benveg foto
Gallout a rit ouzhpennañ ho reoù en ur glikañ amañ a-benn kloklañ diaz skeudennoù Redadeg 2022 :

Evit kas fotoioù : Arabat kas fotoioù deomp ouzhpenn 1Mo pep hini evit chom hep peurgargañ hor servijer stokiñ. M’ho peus reoù ouzhpenn 1Mo, ho kinnig a reomp da skañvaat anezho gant ur benveg enlinenn evit strizhañ anezho.

Evit kas videoioù : Nemet liamm ar video a vo da dreuzkas deomp. Goulenn a reomp ganeoc’h en a-raok lakaat enrolladenn ho video war ur savenn oc’h boazet da implijout evel Youtube, Vimeo, Dailymotion...

Evit pep danvez foto pe video, trugarez da lakaat :

  1. un titl, peurliesañ an anv skrivet war ho panell
  2. niverenn ho km diwar-benn pep diell ho pefe c’hoant da rannañ.

E-giz-se e vo liammet an holl skeudennoù deoc’h a-denn eus ho perzh d’ar Redadeg 2022.

Ur bajenn internet a vo krouet a-ratozh kaer gant ho titouroù. Gellet a rit rannañ anezhi el lec’h ho pefe c’hoant (rouedadoù sokial, lec’h internet) ha miret an eñvorenn-mañ omp bet plijet da vevañ ganeoc’h !

km recherche


1055 photos