Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Staliad > CD Best of Ar Redadeg

CD Best of Ar Redadeg

Meurzh 7 a viz Du 2017

CD Best of 10 vloaz Redadeg

Dek vloaz, dija ! Dek vloaz a levenez, a startijenn, a feiz, a gengred, a stourm, a fent... Ouzhpenn ar rederien a weler niverusoc’h-niverusañ war hentoù ar vro o tifenn dazont hor yezh, ez eus arzourien o krouiñ hag o lakaat an holl da zañsal ha da ganañ a-gevret. E brezhoneg ha gant plijadur atav !
Evit c’hwezhañ c’hwek war dekvet goulaouenn goar ar Redadeg e kinnigomp deoc’h dizoleiñ pe selaou en-dro lod eus ar c’hanaouennoù bet savet dibaoe 2008, strollet evit ar wech kentañ en ur bladenn « collector » ! Nag a eñvorennoù, neketa ?

CD Best of Ar Redadeg

17 kanaouenn !
An alambadeg - Alambig elektrik
Laouen - Skipailh Redadeg Bro Roazhon 2014
War an hent bepred - TG Brass band
Ar stourm a grog b’ar gêr - Egin
Huch ta - David ar Gall hag e skolajidi
Sav da daouarn - Gwenole Larvol hag e skolidi
Hor redadeg - Yann hag Emilie Tiersen
Livioù ar brezhoneg - Arvest
Hir an hent - Nolwenn Korbell
Foeter Breizh - Dom Duff
Tamm-ha-tamm - Krank
Redit Breizh - Skolajidi Diwan Gwened & Les Ramoneurs de menhirs
Kan ar yezh - Clarisse Lavanant
Redek a ran - Balafent
Deus - Gouez
Bloavezh mat ar Redadeg - Enora, Marine & Guylaine
Betek an trec’h - Penn salsardin

Pelec’h prenañ ar CD ?
Dre lizher, dre an urzh-prenañ stag, kaset vo deoc’h dre ar post
War stand ar Redadeg e gouel Yaouank d’an 18/11/17 (kazi sur e vo erruet ar CD an deiz-se)

Pegement ?
10€ ar CD + 2€ mizioù kas, chekenn war anv ar Redadeg.