Brezhoneg ha Plijadur !

Brezhoneg ha Plijadur !

Degemer al lec’hienn > br > Staliad > Ticheurtoù ar Redadeg

Ticheurtoù ar Redadeg

Meurzh 7 a viz Du 2017

Doareoù a bep seurt a zo evit kemer perzh er Redadeg, hervez ho c’hoant ha n’eus netra d’ober dre ret !

M’ho peus c’hoant da ziskouez e skoazellit ar brezhoneg a-hed ar Redadeg met ivez a-hed ar bloaz e c’hallit gwiskañ ticheurtoù brav-spontus ar Redadeg !

t-shirt-2018t-shirt-2018-verso

logo A l'aise Breizh

Bep bloaz e vez ul liv disheñvel, met ul liv laouen ha leun a startijenn bepred... evel “A l’Aise Breizh” hor c’heveler 2018 c’hoazh..

Ar bloaz-mañ c’hoazh hon eus divizet gwiadañ, livañ ha sevel anezho e bro Europa, e Portugal, a-benn doujañ ouzh gwirioù labour an dud ha chom gant ur priz dereat.

  • 8€ evit ar bugale (10 bloaz).
  • 13€ evit an dud deuet (S, M L,XL plac’h ou M, L, XL, XXL paotr)

 Penaos ha pelec’h kavout anezhe ? Betek pegoulz ?

  • Leuniañ ha kas ar follenn werzh. Mont a raimp davetoc’h evit kavout ganeoc’h an doare aesañ da gas an traoù, pe dre an ti-post (met frejoù ouzhpenn a zo) pe dre dud a youl-vat er vro.
  • war standoù ar Redadeg a vo e pemp korn ar vro
  • e karr-tan kentañ ar Redadeg, an hini a zeuio 6 mn a-raok an heuliadeg.