Cet email ne s’affiche pas correctement ?
Voir cette Infolettre dans votre navigateur .
 

Lizher kelaouiñ Ar Redadeg - Miz Even- Juin 2024

TRUGAREKADENNOÙ
Remerciements

Fellout a ra deomp ho trugarekaat evit ho perzh e Redadeg 2024. A drugarez deoc’h holl, prenerien, rederien, tud a youl-vat an hentad pe ar gouelioù lec’hel, strollegezhioù... eo bet treuzkaset ar vazh-test a dorn da zorn eus Beg ar Raz da vMontroulez.

Deuet omp a-benn eus hon taol ur wech c’hoazh pa oa bet loc’het an heuliadeg eus ul lec’h dreistordinal hag arouezel-tre evit ar Vretoned, Beg ar Raz e Plougoñv. Miliadoù a dud zo bet o redek a-dreñv kamionoù ar Redadeg o huchal, o kanañ, o c’hoarzhin forzh pegement ! Ar fotoioù ha filmoù tapet a-hed an eizhteiz a ziskouez mat ar blijadur bevet gant an holl.

War dro 5000 den zo bet e Montroulez evit an degouezh hag ar gouel da-heul aozet brav gant KLT-Ti Ar Vro Montroulez. Amañ c’hoazh e oa from ha plijadur gerioù-stur an devezh hag an nozvezh.

2082 Km zo bet gwerzhet betek-henn, 93% eus ar re a oa kinniget ha n’eo ket echu. Morse ne oa bet prenet kement a gilometroù er Redadeg. N’eo ket peurechu ar c’hontoù c’hoazh met spi hon eus gellet reiñ da zDiwan ha d’ar raktresoù ar pezh a oa bet embannet.

Trugarez c’hoazh deoc’h holl eta ha ken 2026 ! Etretant e rankimp holl kenderc’hel d’ober gant ar pezh a zo bet lakaet war-wel er bloaz-mañ : treuzkas, afer an holl eo ! Treuzkasomp ar brezhoneg eta, gant plijadur, betek an trec’h !

 

Nous voulons vous remercier pour votre participation à la Redadeg 2024. Grâce à vous tous, coureurs, acheteurs des kilomètres, bénévoles du parcours et des fêtes locales, collectivités... le témoin a été transmis de main en main de la Pointe du Raz à Morlaix.

Nous avons une fois encore réussi notre pari après un départ organisé sur un site magnifique et hautement symbolique pour les Bretons, la Pointe du Raz à Plogoff. Des milliers de personnes ont couru derrière le camion de la Redadeg en chantant, en criant, en riant. Les photos et vidéos témoignent de la joie éprouvée par les participants.

Environ 5000 personnes sont venues à Morlaix pour l’arrivée et la fête magnifiquement organisée par KLT-Ti ar Vro Montroulez pour la soirée. Là encore les mots émotion et joie sont ceux qui résument le mieux cette journée et cette soirée.

2082 kilomètres vendus à cette heure, soit 93% et ce n’est pas fini. C’est un record, jamais encore autant de kilomètres n’avaient été acquis pour une Redadeg. Les comptes ne sont pas encore clos mais nous espérons pouvoir remettre les sommes promises à Diwan et aux projets choisis pour cette édition.

Merci encore à vous tous et rendez-vous en 2026. En attendant, nous devrons mettre en application le thème de cette Redadeg en transmettant notre langue, c’est l’affaire de tous. Transmettons donc, sans oublier de le faire avec plaisir, transmettons sans répit !

 
Degouezh-montroulez-2024-kemennadenn

KEMENNADENN 2024
Message du bâton-témoin

Ar vazh eilañ a vez kaset a zorn da zorn zo arouez ar yezh, deuet deomp a rummad da rummad a-hed ar c’hantvedoù. Ur skrid a zo e-barzh ar vazh. Dalc’het kuzh eo anv ar skridaozer ha danvez an destenn betek kêr an dibenn e-lec’h ma vo lennet ur wech erru ar rederien.

Setu an destenn orin a zo bet tremenet eus Beg ar Raz d’ar 17 a viz Mae 2024 a vro da vro betek Montroulez d’ar 25 a viz Mae 2024. Don ha fromus eo ar gemennadenn war tem ar bloaz "Treuzkas"

An destenn da bellgargañ e peurunvan.

 

Le témoin qui passe de main en main est le symbole de la langue bretonne qui nous a été transmise de génération en génération. Il transporte un message dont l’auteur et le contenu sont gardés secrets jusqu’à l’arrivée où ils sont alors dévoilés au public.

Voici dévoilé le message qui a été glissé dans le témoin à la Pointe du Raz le 17 mai 2024 et lu le 25 mai 2024 sur la scène de l’arrivée à Morlaix. Un très beau texte émouvant et fort sur le thème de l’année "Treuzkas". (= Transmettre)

Le texte à télécharger en peurunvan

 
Skramm kemennadenn 2024

POLTREDOÙ HA VIDEOIOÙ 2024
Photos et vidéos

Gallout a rit sellout ouzh fotoioù ha videoioù an 9vet Redadeg hag ouzhpennañ ho re. Ur gwir blijadur eo bet gwelout kement a rederien.

Sellit ha kasit ho fotoioù deomp.

 

Vous pouvez regarder et ajouter les photos de la 9ème édition de la Redadeg sur notre site internet. Cela a été un vrai plaisir de voir autant de coureurs.

Consultez et envoyez-nous vos photos.

 
Tudenn maouezh gant benveg foto

N’HO PEUS KET PAEET HO KILOMETR ?
Vous n’avez pas réglé votre kilomètre ?

Ar Redadeg a di da di
BP 15
35310 MORZHELL / MORDELLES.
(Mar plij lakait niverenn ho kilometr e tu-gin ar chekenn)

 

Ar Redadeg a di da di
BP 15
35310 MORZHELL / MORDELLES.
(Merci d’indiquer votre numéro de kilomètre au dos du chèque)

 

Cyril Lelong, Kargad a gehentiñ ha diorren
Chargé de communication et de développement
BP 15 - 35310 MORZHELL / MORDELLES
pgz. / m : +33 (0)6 13 30 19 49
keleier@ar-redadeg.bzh

©2024 Ar Redadeg
Pep gwir miret strizh.
Tous droits réservés.